Alan Stivell
Human Kelt

 

Son ar chistr   ( My Cheers To You ! )

 

   Son ar chistr   ( My Cheers To You ! )
( Feat. Angelo Branduardi  &  Dónal Lunny )

 
Alan Stivell komzoù »

 

 

Advevañ ar mare-se (dibenn ar bloavezhioù Tri-ugent), n’eo ket kuitaat ar mare-mañ.

Meur a wech en albom-mañ, en em kouviañ ‘ran ma unan, evel sampl o tont eus ar 1970 a gwechall.

Ha dont a ra ar ganaouenn-fest-mañ da vout abeg ul levenez stroll ‘lec’h e galler lakaat a-gostez kudennoù ‘zo e-pad pemp munut

Bet e single, hag en albom warlec’h, deuet da vout un Hit etrebroadel, adkemeret gant kalz « stered ». Ha dao eo anzav o deus skoazellet mat ar re se evit brudañ ar ganaouenn. Eus ar Bots izelvroiz (amezeien Phillips-Universal ha « touristed » ma diskoù) d’Angelo Branduardi hag e Gulliver, amañ bezant, o tremen dre an Deep Purple Richie Blackmore hag e strollad Blackmore Night, tizhet eo ma fal ober eus Breizh ur vro anavezet er bed holl. Goude ma enroll e 1970, n’eus ket c’hellet chom un toullad kanerien etrebroadel all hep e adkemer o-unan. Ul levenez eo se evidon-me. Mez biskoazh ne vo laret uhel a-walc’h pesort bro eo ar vammenn. Hag un dle eo e laret hag e adlaret, adarre hag adarre.

N’eo ket diwir eo ma c’hempennadur ha ma labour kehentiñ kiriek e vrud. Mez arrabat ankouiñ e saverien, Jean-Marie Prima ha Jean Bernard eus Gwiskri er bloavezhioù 20. Souezhus emichañs em eus desket istor e orin n’eus ket pell (pa m’eus anavezet ar ganaouenn wardro 1957 ha kanet dek bloaz goude).

Skrivet ‘m eus ar wech mañ ul lodenn all e Brezhoneg, hag unan e Saozneg, ur Yec’hed mat distaget e Brezhoneg ma c’horn-bro (ur « vananezenn » hag en em led war glan ar ster Elle, hag harzhoù Gwened ha Kerne) hag ar Saozneg a gallan…Yezhoù ouzhpennet gant an Italian a-drugarez d’an ael Angelo.

Menegiñ ‘ran Portofino, e rann-vro Jenova (siwazh e kichen ar pont lazher !), just-a-walc’h pa oa aze ma zamm troiad kentañ en estrenvro - nemet Bro-C’hall…- (miz Gouere 1966). Ha pebezh kendegouezh adwelet (evit ar wech kentañ diboe 52 bloaz) al lec’h on deuet kaner a-vicher. Trugarez d’Alan Simon hag en deus aozet an abadennoù kemmesk aze : ur from !

Evit distreiñ d’ar ganouenn d’evañ, skañvaet ‘m eus an alkool, o veskañ an dour gant ar sistr ( !), ha lakaet ur salud d’ar bretonezed ha bretoned e plas ur poz un tammig re « machos ».

 

 

SON AR CHISTR – My Cheers To You !

music : DP (except end) - arr. A. Stivell
lyrics : DP - A. Stivell
intro and bridge sample : Angelo Branduardi (Gulliver)

 

(Intro) Angelo…

Ev’ chistr ‘ta Laou, rak chistr ‘zo mat, loñla
Ev’ chistr ‘ta Laou, rak chistr ‘zo mat
Ur blank, ur blank, ar chopinad, loñla
Ur blank, ur blank, ar chopinad

Yec’hed mat dimp ha kalon vat Breizhiz
Yec’hed mat dimp ha kalon vat
‘Ba’ Kemper, PortofIno ha Pariz
Pemont bloaz ‘zo ‘kanen dija

My cheers to you and cheers to you Bretons
Let’s sing together, let’s go on
Cider or water, high and low
Good health and cheers to us for to-morrow
But let us cheer just here for now

(Bridge) Angelo…

Yec’hed mat dimp ha kalon vat Breizhiz
Yec’hed mat dimp ha kalon vat

Ev’ chistr ‘ta Laou, rak chistr ‘zo mat
Ur blank, ur blank, ar chopinad, loñla
Ur blank, ur blank, ar chopinad